GwionDolwenn

GwionDolwenn Troioù-kaer Madeg a Gerskavenn
TROIOU-KAER MADEG A GERSKAVENN

ROMANT MOLIAC’H

Gwion B. Pitre – An Abuzet

Raklavar

Betek-hen n’on ket deuet a-benn da skrivañ un danevell. Bewezh e leunien ur pajennad ha ne gaven ket an tu da vont pelloc’h. Koulskoude, me a garfe skrivañ un dra bennak. Ar pezh aesañ e vefe ur danevell (ur romant(-ig) ?) moliac’h (pe gouron-faltazi, m’ho peus c’hoant) rak dedennet on gant ar moliac’h abaoe ma’z on krennard. Dizoloet m’eus ar c’hoari-roll kentañ, Dungeons & Dragons, ken abred ha 1984. En un doare naturel eta, e vo levezonet tre “Troioù-kaer Madeg a Gerskavenn” gant Tolkien (Aotroù / Tiern ar Gwlennoù…) ha gant kement tra a gaver e Kevioù hag Erevent.
Troioù-kaer Madeg a c’hoarvezh en ur bed a implijan evit c’hoari Kevioù & Erevent, ur bed diazezet war daou eus bedoù ofisiel ar c’hoari : Greyhawk hag ar Rouantelezhioù Ankouaet.
Liammet m’eus an daou ved-se ha lakaet war ur blanedenn hepken. Kemmet m’eus traoù ‘zo (da skouer, yezh voutin ar Flandir eo an oerideg, da lavarout eo, ar Brezhoneg.). Ouzhpennet m’eus ivez traoù all, bet pennaouet un tammig e pep lec’h, pe ijinet ganin. Madoc Kerskavenn a zo unan eus va zudennoù K&E. Diwarnañ em eus savet penndudenn an danvell-mañ, Madeg a Gerskavenn.

(Ret sevel ur gendaolenn araok stagañ da skrivañ :

Mennozhioù : an dir ruz, koulzad-brezel a-enep ar Pomarj,

Birvilh ha safar straedoù Gradsul a oa plijus da zivskouar Madeg, goude bezañ bet o vale e-pad ur sizhunvezh war hentoù peuzdidud. Hir e oa an hent eus ar gerbenn, Niol Dra betek Gradsul.

GERIAOUEG

Gradsul : Gradsul e doare ofisiel bed “Louedwalc’h”
Louedwalc’h : Greyhawk – Gris Faucon. (Gwalc’h : falc’hun, eus ar c’hembraeg / henvrezhoneg: Gwalch)
Niol Dra : Niole Dra
Keodir : Keoland
Kêrvein : Stoneheim

Comments